Diwanit Bugale Composer(s): Dan Ar Braz First performance by: Dan Ar Braz & L'Héritage des Celtes - 1996
Didostait bugale Ar serr-noz hag ar gouloù deiz Roit kalon din-me Aon 'm eus rak hon dazont
Tomm eo d'ho kalonoù Furnezioù ar re a-ziwar ar maez Hag ar c'hleunioù o tihunin War an douaroù 'tro al lenn du
Diwanit bugale Ar stourmoù kalet, an emglev Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro Ha brav e kavan ho toare Da safar 'r yezh A ra diank din, siwazh
Diwanit bugale laouen Ar menezioù melen Gant hiraezh d'hor gouelioù kent 'Tre ho tiweuzoù ar wirionez
Diwanit bugale Gleb ho taoulagadoù dre forzh c'hoarzhin Ha didrouz ho klac'harioù Diwanit bugale
Diwanit bugale Ar stourmoù kalet, an emglev Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro Ha brav e kavan ho toare Da safar 'r yezh A ra diank din, siwazh
|